E-kreiz an noz, etre ar gwener 24 a viz Mae hag ar sadorn 25, eo tremenet ar Redadeg dre Lokournan.
Ur skipailh skolajidi a zo bet o redek evit reiñ lañs d’ar Brezhoneg ha diskouez ez omp fier da gozeal yezh ar vro.
Levenez a c’helled gwelet war dremm ar rederien hag ar rederezed !